Un 200 den bennak oa deuet dec’h d’en em dolpañ dirak lez-varn Roazhon evit harpañ Jérôme, stourmer CGT hent-houarn Sant-Nazer bet kondaonet da 2 viz toull goude ur vanifestadeg e kêr Sant-Nazer evit difenn al leveoù.
E sindikad en doa galvet da zont niverus e Roazhon evit ar prosez galv.
Izili SLB, FSU, Solidaires, CNT, FO evel izili emvod-meur etremicherel Roazhon a oa deuet niverus.
Gouvezet e vo d’an 3 a viz Du ha laosket e vo da vont dieub. Evit poent e chom en toull-bac’h.
SLB Roazhon





