CGT kondaonet goude bezañ taget SLB evit mirout ouzhimp da vezañ war ar renk evit an dilennadegoù en EBT
Trec’h omp el lezvarn, kondaonet eo bet ar CGT d’ar gwener 23 a viz Du 2012 gant lezvarn Roazhon da baeiañ 800 euro deomp. Setu ma vimp war ar renk evit an dilennadegoù en EBT ( Embregerezhioù Bihan Tre)
D’ar 15 a viz Gwengolo diwezhañ izili SLB ha CGT Diwan a c’halve da vont asambles da harpañ Skol Diwan Louaneg ha da gas a-gevred un oberenn sindikad unvan , evel ma c’hoarvez ingal e-doug hon stourmoù. Da heul en deus klasket ar CGT da virout ouzhimp da vont war ar renk evit an dilennadegoù en Embregerezhioù Bihan Tre a vo dalc’het adalek an 28 a viz Du betek an 12 a viz Kerzu .
Arabat eo c’hwitañ war an dilennadegoù en embregerezhioù bihan tre.
11 vloaz goude bezañ bet krouet ec’h em ginnig SLB evit mouezhiadegoù micherel war ur dachenn ledan, kar e c’hello 220 000 goprad kemer perzh enno e Breizh melestradurel.
Kement-mañ a seblant chalus d’ar CGT. En gwirionez eo bet cheñchet kod al labour e 2008, da geñver reolennoù perzhioù dileuriañ ar sindikadoù.
Betek bremañ ar sindikadoù bras a veze graet anezho aozadurioù dileuriañ dre wir , ha dre se o devoa ar gwir da vezañ kelaouet , da varc’hatañ pe da gemer perzh e dilennadegoù ha kement se en embregerezhioù e-lec’h n’o devoa tamm gwirvoud ebet ivez.
Diwar vremañ , ar sindikadoù bras “hollc’halloudus” a zo ret dezho prouiñ e c’hellont bezañ lakaet da aozadurioù dileuriañ evit derc’hel gant ar spletoù-se.
Abalamour d’an dra-se eo e vo deus ar votadeg en embregerezhioù bihan tre : muzuliañ pouez ha levezon an holl sindikadoù en holl vicherioù evit an embregerezhioù gant nebeutoc’h a 11 goprad, sed aze o fal nemetañ.
Dre ma zo deus an dilennadegoù-se evit ar wezh kentañ evit an hollaozadurioù, ne c’hell ket renerezh ar CGT asantiñ e vije eus sindikadoù nevez war un dachenn a oa dezho hepken ha koll evel-se miliadoù a vouezhioù.
Gouzout a ouzont ervat penaos e tremen an traoù gant ar sindikadoù o dez liammoù gant SLB evel e Gwadloup gant an UGTG, e Korsika gant ar STC, pe e bro Euskal gant LAB. An aozadurioù-se a ziskouez bemdez e vezont ar re greñvañ dre ma stourmont evit gwir o fobloù d’en em dermeniñ ha dieubidigezh sokial al labourerien, ha kement-mañ en ur gemer e kont gwirvoud sokio-ekonomikel o bro.
Efedusoc’h e vezont kar ne vezont ket rennet en ur mod kreizennet ha troc’het diouzh ar gwirvoud ha ne ginnigont ket evel doare stourm nemetañ marc’hatañ gant ar gouarnamant hag ar batroned.
SLB zo perzh eus an aozadurioù stourm-se. Hag an dilennadegoù a seblant deomp bezañ un doare da ziskouez peseurt aozadur zo ac’hanomp, ha peseurt mod eo ret ober evit kas war-raok stourm al labourerien hag hon interestoù stroll.
Abalamour da betra omp taget ?
Palioù SLB zo sklaer hag embannet divezh, ha bemdez e tapont skoazell ha izili nevez.Hor pleg-dibleg evit an dilennadegoù en embregerezhioù bihan tre a ginnig anezho dre ar munud.
Ar pleg-dibleg se, a zo anezhañ un destenn a embann en doare ofisiel e kemeromp perzh er votadeg-se, zo bet kadarnaet da vare un emvod deus ar bodad-mouezhiañ e karg eus ar votadeg . Kadarnaet eo bet hag embannet eo bet sklaer e toujemp eus reolennoù ar republik gall.Pevar sindikad oa doa votet a-du ganeomp . CGT, CFTC, CFDT zo chomet hep mouezhiañ en ur embann e faotje dezhe kas ac’hanomp marteze dirak al lezvarn da c’houde.
Ar CGT an hini eo a zo aet betek penn. Hervez kod al labour o deus ar gwir da glask mirout ouzhimp da vont war ar renk, ha reizhabeget eo dre-se emzalc’h ar CGT. Ur gwir an hini eo ha n’eo ket ur redi. Setu mard eo pouezus sellet a-dost peseurt arguzennoù zo implijet gant ar CGT evit tagañ ac’hanomp.
Demokratelezh ha gwir d’en em dermeniñ
Taget e vez SLB war meur a boent da geñver hor statudoù. Mesk ha mesk e vez rebechet deomp sevel a-du gant an “Demokratelezh hag ar gwir d’en em dermeniñ”, bezañ kontant evit “normalizañ plas ar brezhoneg hag ar galloeg” en diavaez hag e diabarzh hor sindikad ha da gemer perzh er stourmoù enep d’ar faskouriezh hag evit an ekologiezh.
Ar CGT a rebech ouzhimp hor stourm evit ar gwir d’en em dermeniñ a vije ur stourm politikel, evit prouiñ n’eus ket ur sindikad ac’hanomp. N’hall derc’hel e-pad pell seurt arguzennoù pilpous.
Hon identelezh a sindikad a stourm e Breizh a laka ac’hanomp da zielefennañ emdroadur sokial hag armezhel hor bro. An dielfennadurioù-se a sikour ac’hanomp da vezañ efedusoc’h war an dachenn evit difenn interestoù stroll al labourerien.
A-viskoazh eo bet ar stourm evit gwir ar pobloù d’en em dermeniñ un diaz eus emsav ar vicherourien, ankouaet abaoe pell zo gant ar CGT. Ar pezh n’hon eus ket disoñjet ni.
Yezhoù Breizh
Ar CGT a glask rebech ouzhimp hor stourm evit yezhoù Breizh. Hor statudoù a embann: “Normalizadur plas ar brezhoneg hag ar gallo e Breizh hag e-doug obererezhioù hor unvanniezh sindikad zo unan eus palioù SLB, en ur gemer e kont al liesseurted yezhel a zo e-touesk renkad al labourerien”. Ar stourm se zo lakaet e pleustr en hor mont endro dre implij an divyezhegezh brezhoneg-galleg. Gwelet e vez ivez dre interest al labourerien evit ar brezhoneg war dachenn ar stummañ, an deskadurezh, ar c’helaouiñ…
Difenn a reomp ar benveg labour zo eus ar skolioù Diwan e-lec’h m’eo krouet hor sindikad. Setu m’hor boa kemeret perzh e stourm Skol Louaneg e miz Gwengolo.
Ar CGT a embanne souten ar stourm-se , hini ur benveg diorren evit ar brezhoneg , hag en doa sinet ur galv boutin, hag a dag ac’hanomp bremañ peogwir ez eo ar galleg ar yezh ofisiel nemeti !
Stourm a-enep d’ar faskouriezh
Dre ma vank arguzennou d’ar CGT e klask tennañ gounid eus ur varnadenn a oa bet a-enep d’ur sindikad faskour “Front national de la police ». Rebechet e vez ouzhimp bezañ a-enep d’ar faskouriezh hag e klaskont lakaat ac’hanomp da dremen evit un aozadur gouennelour hag estrengas. Gouzout a ouvezont e stourmomp evel sindikad kontrol d’an holl droukdiforc’hioù , ha kement tra a rann renkad al labourerien evit arguzennoù gouennelour, reizhour, a-enep d’an heñvelreizhidi…Anat eo e enebimp e holl doareoù d’an ideologiezh faskour.Ha ne c’heller ket ober gouennelourien ac’hanomp.
N’eo ket izili SLB a oa bet o skarzhañ kantadoù a labourerien dibaper e sez ar CGT e Pariz d’ar 25 a viz Even 2009 , servij urzh ar CGT ne lâromp ket, aet e oant d’en ober gant bazhioù ha bombezennoù lakrimojen.
Evit an unvaniezh diazez etre al labourerien !
Dre ar gemmenadenn-se e kelaouomp labourerien ar vro diwar-benn abegoù an dagadenn lezennel na ra nemet rannañ renkad al labourerien dre c’hoant pennoù bras sindikadoù zo.
Derchel a ray SLB da zifenn e sav-poent hag e balioù evit brasañ mad holl labourerien Breizh, da lâret eo : an demokratelezh, gwir pobl Breizh d’en em dermeniñ heg he dieubidigezh sokial. Evit an abegoù-se omp bet taget. N’omp ket ha ne vimp ket biken perzh deus ar sindikadoù ne reont netra pe nebeud tre, pa ne genlabouront ket hag a vez o trubardiñ interestoù al labourerien bemdez.
Kenderc’hel a refomp da gas hon mennozhioù ha palioù war-raok , en ur chom skoaz-ouzh-skoaz gant al labourerien diazez , ne vern eus peseurt sindikad.
Pedet oc’h d’ober ho soñj diwar tout se , dreist-holl kentañ tro ‘vo ret deoc’h mont da votiñ. Roit ho mouezh da SLB ha lakait da vouezhiañ evit hon unvaniezh !
Evit stourm, bevañ ha labourat e Breizh !
---